Mont d’an endalc’had

Raymond Carver

Eus Wikipedia

Raymond Carver zo ur skrivagner stadunanat.

Ganet e oa e Clatskanie, en Oregon, ur gêr vihan war lez ar stêr Columbia. E yaouankiz a dremenas e Yakima, e Washington (stad). Micherour e oa e dad en un heskennerezh, ha mezvier. E vamm a laboure a-wechoù evel servijourez pe gwerzherez en ur stal. Er skol e Yakima eveze alies o lenn danevelloù Mickey Spillane, pe kelaouennoù evel Sports Afield pe Outdoor Life. En 1956, pa oa 18 vloaz e timezas da Maryann Burk, ur gamaradez-skol, brazez-tenn. Edo Maryann o paouez tapout he diplom. Ur verc'h o doe, Christine. Daou vloaz goude e oa ganet an eil bugel dezho, o mab Vance, hag 20 vloaz an tad. Goude tapet e ziplom gantañ ivez el lise e krog Carver da labourat, da vagañ e diegezh, evel porzhier, heskenner, gwerzher. Maryann a labour ivez evel servijourez, sekretourez, ha kelennerez goude.
Mont a reont da Galifornia da chom. Krog eo Raymond Carver da vontda gentelioù skridaozañ gant ar romantour John Gardner, a voe bras e levezon e buhez Carver. Goude se e kendalc'has gant ar studi, e skol-veur-stad Chico, hag e skol-veur Humboldt California hag e skol-veur Iowa . Er bloavezhioù 60 edo Carver hag e diegezh o chom e Sacramento, ma laboure evel eveshaer-noz en ospital. Studiañ a eure ivez e skol-veur-stad Sacramento ma tarempredas ar barzh Dennis Schmitz. E gentañ dastumad barzhonegoù Near Klamath, a voe embannet e 1968 gant kleub saoznek skol-veur Sacramento. Ur bloavezh a bouez e voe 1967 da Raymond Carver, abalamour ma voe embannet e varzhoniezh en dastumad brudet Foley, hag en abeg da varv e dad. Er bloavezh-se ivez ez eas da Galifornia, da b- Palo Alto, da labourat evel skridaozer gant Sciences Research Associates, ma chomas betek 1970. Er bloavezhioù 70 ha 80 e oa deuet un tamm brud dezhañ, ha kelennet en doa e meur a skol-veur. Etre 1980 ha 1983 e kelennas al lennegezh saoznek e skol-veur Syracuse. E-kerzh ar bloavezhioù-se, p'edo o labourat amañ hag ahont, hag o sevel e vugale en ur glask skrivañ, e stagas da evañ. Kontañ a reas e oa deuet da vezañ ken bras ezhomm ma ne rae nemet se ken. E diskar-amzer 1973, pa oa en Iowa City gant John Cheever en deus diskleriet en devoa evet muioc'h eget n'en devoa kelennet. Er bloaz war-lerc'h, kuitaet gantañ Iowa, ez eas Cheever d'un ospital evit al lonkerien, pa zalc'has Carver da evañ betek miz Even 1977: neuze e paouezas gant skoazell an AA. E 1982 e tizimezas digant e wreg Maryann, a oa bet tamallet dezhi tagañ tud eus an tiegezh Kennedy. Abaoe 1979 edo o vevañ gant ar varzhez Tess Gallagher, en doa gwelet e Dallas, hag a oa e serc'h abaoe ur veaj da Gaboul. Dimeziñ a rejont e 1988 e Reno, e Nevada. Daou viz goude, d'an 2 a viz Eost 1988, e varvas Carver e Port Angeles, e stad Washington, gant ar c'hrign-bev en e skevent, hag eñ 50 vloaz.


Dastumadoù danevelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Compilations

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Near Klamath (1968)
  • Winter Insomnia (1970)
  • At Night The Salmon Move (1976)
  • Where Water Comes Together With Other Water (1985)
  • Ultramarine (1986)
  • A New Path To The Waterfall (1989)

Compilations

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • In a Marine Light: Selected Poems (1988)
  • All of Us: The Collected Poems (1996)
  • Dostoevsky (1985, with Tess Gallagher)

Essays, Poems, Stories (Uncollected Works)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fires: Essays, Poems, Stories (1983)
  • No Heroics, Please (1992)
  • Call if You Need Me (2000)


Filmoù diwar e oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Carver, Maryann Burk (2006). What It Used to Be Like; A Portrait of My Marriage to Raymond Carver. St. Martin's Press. ISBN 0-312-33258-0. Eñvorennoù e wreg kentañ.
  • Nesset, Kirk (1995). Stories Of Raymond Carver: A Critical Study. Ohio University Press. ISBN 0821411004.
  • Charles McGrath (October 28, 2007). "I, Editor Author", Week in Review, New York Times. Retrieved on 28 October 2007.
  • Pieters, Jesús (2004). El silencio de lo real: sentido, comprensión e interpretación en la narrativa de Raymond Carver. Monte Ávila Editores Latinoamericana. ISBN 9789800112199.
  • Stull, William L. and Gentry, Marshall Bruce (editors) (1990). Conversations With Raymond Carver (Literary Conversations Series). University Press of Mississippi. ISBN 0878054499.
  • Stull, William L. and Carroll, Maureen P. (editors) (1993). Remembering Ray: A Composite Biography of Raymond Carver. Capra Press. ISBN 0884963705.